AÏELO + LIZA MAUZOLE
  • AÏELO + LIZA MAUZOLE

  • SONEREZH FOLK NES
  • GWENER 28 A VIZ DU | 9E00

  • KLUB

  • SONADEG WAR-SAV

  • Gant Aïelo en em gav div vaouez, kamaladezed anezho. Pep a vouezh varzhus hag a c’hitar ganto e kanont tonioù adkemeret digant tud all koulz ha tonioù savet ganto. Gwirion ha tener e vez o abadennoù, sachet e vez evezh an dud ha roet dezho da glevet ur veaj sonerezh nes ha fromus. Gant Aïelo ez a pep ton d’un istor da vat, gant div vouezh a gloka hag a binvidika an eil hag eben, evit krouiñ un abadenn sonerezh dibar ha ne c’haller ket ankouaat.

    Liza Mauzole zo bet stummet evel gitarourez er skol sonerezh. Abaoe m’eo bugel e plij ar sonerezh dezhi, hag aet eo war-zu ar c’han ivez. A-hed ar bloavezhioù he deus savet he bed sonerezh dezhi, gant levezon Stevie Wonder da skouer ha sonerezhioù troet war ar rock. Abaoe 2015 e skriv he zonioù, gant testennoù mesket saozneg ha galleg enno. Gant he gitar, he looper hag he mouezh dous ha nerzhus war un dro emañ Liza en ur bed etre folk ha soul mod nevez. Hec’h arz, maget gant fromoù taolet gant an tonioù, a ro deomp da glevet ur bed puilh ha trivlius.  Nevez zo e oa bet o seniñ ragabadennoù sonadegoù Pete Doherty ha Manu Chao, ha war leurenn ar festival « Les petites folies » e oa en hañv tremenet ivez.

    Evit an holl.
    Pad : 2e.

     

  • Tarifs
    PU : 8€
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag an SDAY.

We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.