
-
ALTAN
-
SONEREZH FOLK IWERZHON
-
GWENER 3 A VIZ HERE | 8E30
-
AÑFI
-
-
Savet e oa bet ar strollad e dibenn ar bloavezhioù 80 war roudoù ar strolladoù Clancy Brothers, Chieftains, Dubliners ha kement zo. Gant Altan ez eus bet embannet un dek albom bennak ha gweladennet meur a vro er bed a-bezh. Er strollad ez eus pevar soner barrek bodet tro-dro da vouezh kaer Mairéad Ní Mhaonaigh, a ra gant ar saozneg hag ar gouezeleg, ur yezh hag a zo enni teñzorioù a-leizh eus ar glad hengounel kanet. Sonet e vez tonioù evit balladennoù, jig ha reel entanet, eus an Donegal, ur gontelezh ouez c’hoazh e gwalarn Iwerzhon, hag eus norzh ar vro, pa zeu an darn vras eus sonerien ar strollad eus ar c’horn-bro-se.
Hiziv an deiz c’hoazh eo Altan « ur skouer aour eus sonerezh hengounel Iwerzhon » – Irish Echo.
Kan / biolin : Mairéad Ní Mhaonaigh
Akordeoñs : Martin Tourish
Kan / biolin : Clare Friel
Bouzouki : Ciaran Curran
Gitar : Mark Kelly
Albom Donegal (Compass Records)
Evit an holl
Pad : 1e30 -
TarifsPB : 10 € / PK : 15 € / PD : 18 € / PL : 22 €
-
-