LA SURADA
  • LA SURADA

  • SONEREZH EUS VERACRUZ
  • SADORN 18 A VIZ HERE | 8E30

  • AÑFI

  •  
  • Gant La Surada e vez c’hwezhet avel domm su Mec’hiko. Emañ ar strollad e-mesk ar re gentañ enno sonerezed hepken o seniñ « Son Jarocho », ar sonerezh eus Veracruz.


    E-pad pell ne veze sonet nemet gant paotred, ha hiziv an deiz en em gav sonerezed ivez, evel ar c’hanerezed ha sonerezed barrek-mañ : Sirani Guevarra (gitar media, jarana, zapateado, mouezh), Eréndira Blanco Vargas (jarana tercera, mouezh), Guadalupe Santiago (requinto, mouezh), Patricia Barradas (jarana, zapateado, mouezh), Charlotte Espieussas (akordeoñs, binvioù tos, mouezh). Gant ar sonerezed e vez torret ar gizioù, perc’hennet an testennoù, skrivañ a reont komzoù engouestlet, benelour alies-mat, diskouez a reont ur sell all war ar sonerezh-se, digor d’an holl da vat.


    Gant o mouezhioù kreñv e vez treset kened ar gweledvaoù e Sotavento, kan al laboused, an natur struzhus, istorioù karantez ha digarantez, brujeria ha mojennoù, hag ar stourmoù ivez a-wechoù. Ar varzhoniezh kanet a vez dispaket a-bouez-penn, e doare kan ha diskan, hag adkavout a reer gwriziennoù kemmesket ar sonerezh-se e luskoù triel ar binvioù kerdin ha tos : Europa (barok, giz Spagn), Afrika hag indigena.


    Evit an holl
    Pad : 1e15

     

  • Tarifs
    PB : 8 € / PK : 10 € / PD : 13 € / PL : 15 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor ha Le Plancher.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.