
-
LA SURADA
-
SONEREZH EUS VERACRUZ
-
SADORN 18 A VIZ HERE | 8E30
-
AÑFI
-
-
Gant La Surada e vez c’hwezhet avel domm su Mec’hiko. Emañ ar strollad e-mesk ar re gentañ enno sonerezed hepken o seniñ « Son Jarocho », ar sonerezh eus Veracruz.
E-pad pell ne veze sonet nemet gant paotred, ha hiziv an deiz en em gav sonerezed ivez, evel ar c’hanerezed ha sonerezed barrek-mañ : Sirani Guevarra (gitar media, jarana, zapateado, mouezh), Eréndira Blanco Vargas (jarana tercera, mouezh), Guadalupe Santiago (requinto, mouezh), Patricia Barradas (jarana, zapateado, mouezh), Charlotte Espieussas (akordeoñs, binvioù tos, mouezh). Gant ar sonerezed e vez torret ar gizioù, perc’hennet an testennoù, skrivañ a reont komzoù engouestlet, benelour alies-mat, diskouez a reont ur sell all war ar sonerezh-se, digor d’an holl da vat.
Gant o mouezhioù kreñv e vez treset kened ar gweledvaoù e Sotavento, kan al laboused, an natur struzhus, istorioù karantez ha digarantez, brujeria ha mojennoù, hag ar stourmoù ivez a-wechoù. Ar varzhoniezh kanet a vez dispaket a-bouez-penn, e doare kan ha diskan, hag adkavout a reer gwriziennoù kemmesket ar sonerezh-se e luskoù triel ar binvioù kerdin ha tos : Europa (barok, giz Spagn), Afrika hag indigena.
Evit an holl
Pad : 1e15 -
TarifsPB : 8 € / PK : 10 € / PD : 13 € / PL : 15 €
-
OrganisationKensevenet gant al Leurenn Glenmor ha Le Plancher.
-
-